Sinet eo bet ar garta gant kêr Henbont/Hennebont signe la charte Ya d’ar brezhoneg

Publié le par Association des élus progressistes de Bretagne

Da lenn e lec'hienn Ofis ar brezhoneg http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/zoom/index.php?actualite_id=310


http://www.ofis-bzh.org/upload/actualite/photo/310photo.gifHenbont zo an eizhvet kumun eus bro an Oriant o kemer an diviz ofisiel da ziorren ar brezhoneg e buhez pemdez hec’h annezidi. D’an 9 a viz Kerzu eo deuet eta da vrasaat bodad ar 120 ti-kêr eus Breizh o deus sinet ar garta Ya d’ar brezhoneg.

Sinet eo bet ar garta, dirak dilennidi ar gumun hag un hanter-kant bennak a dud, gant an ao. Sylvain Berhault, kuzulier-kêr, dilennad dave evit Ya d’ar brezhoneg hag an ao. Erwan ar C’hoadig, eus Ajañs diorren an Ofis.

War al lec’h e oa ivez ur bern bugale eus ar c’hlasoù divyezhek en deskadurezh prevez. An hentad-se a ya mat en-dro e Henbont : 127 bugel a zo skoliataet enno eus ar c’hentañ-derez betek ar skolaj, ar pezh a ziskouez eo tud Henbont tomm o c'halon ouzh ar yezh.

Votet e oa bet gant ar C’huzul-kêr, e miz Here 2009, kemer perzh er garta dre zibab 13 ober da gas da benn dindan 3 bloaz a-benn tizhout al label a live 2.
Sed aze roll an oberoù dibabet : staliañ panelloù divyezhek evit mont-tre ha mont e-maez ar gumun ; sevel panelloù heñchañ divyezhek war takad ar gumun ; nevesaat ar plakennoù-straed o kinnig anezho en div yezh ; fiziout en Ofis ur studiadenn war anvioù-lec’h ar gumun.

Evit a sell ouzh mont en-dro pemdeziek an ti-kêr e vo kinniget en div yezh diwar vremañ : ar pedadennoù, kemennadenn ar responterez , lec’hienn genrouedad an ti-kêr, logo Henbont ha pennad-stur ar maer er c’hannadig-kêr.

Mod-all e vo paeet ur stummadur war ar brezhoneg, evit deskiñ pe beurzeskiñ ar yezh, d’an implijidi-kêr a c’houlenno.

Sinet ez eus bet ivez gant an ti-kêr ur gevrat kefridi gant an Ofis.



A lire sur le site de l'Office de la langue bretonne http://www.ofis-bzh.org/fr/actualite/zoom/index.php?actualite_id=310


http://www.ofis-bzh.org/upload/actualite/photo/310photo.gifHuitième commune du pays de Lorient à s’engager officiellement pour le développement du breton dans la vie quotidienne de ses habitants, Hennebont a rejoint le 9 décembre les 120 premières communes de Bretagne signataires de la charte Ya d’ar brezhoneg.

La charte a été signée en présence des élus de la commune et d’une cinquantaine de participants par M. Sylvain Berhault, conseiller municipal, élu référent pour Ya d’ar brezhoneg et M. Erwan Le Coadic, de l'Agence de Développement de l’Office.

De nombreux enfants des classes bilingues de l’enseignement privé étaient également présents. Cette filière, très dynamique à Hennebont puisque 127 enfants y sont scolarisés du primaire au collège, atteste bien l’intérêt portée par la population pour la langue.

Le Conseil municipal avait voté en octobre 2009 l’adhésion à la charte en choisissant 13 actions à réaliser en 3 ans en vue d’obtenir le label de niveau 2.

Les actions choisies sont les suivantes : mise en place de panneaux bilingues aux entrées et sorties de la communes ; réalisation de panneaux directionnels bilingues sur tout le territoire communal ; renouvellement des plaques de rues qui seront bilingues dans l’avenir ; étude toponymique commandée à l’Office.

Concernant le fonctionnement journalier de la mairie : les invitations, le message du répondeur, le site Internet, le papier à en-tête, le logo, l’éditorial du maire dans le magazine municipal seront bilingues.
Par ailleurs, une formation à l’apprentissage ou au perfectionnement du breton sera financée pour tous les employés communaux qui en feront la demande.

Enfin, la mairie a signé un contrat de mission avec L’Office de la Langue Bretonne.


Commenter cet article